Servij keodedel 6202 OLOGNEWG GWENGOLO 2026 Servij keodedel KEMER PERZH E TREUZKAS HA SKIGNAÑ SEVENADUR BREIZH D’AN HOLL RUMMADOÙ OAD EMGLEV BRO DOUARNENEZ EMGLEV BRO DOUARNENEZ Skoazell war aozadur festival Dispar Amzer ha mizvezh ar brezhoneg Emglev Bro...
More
Servij keodedel 6202 OLOGNEWG GWENGOLO 2026 Servij keodedel KEMER PERZH E TREUZKAS HA SKIGNAÑ SEVENADUR BREIZH D’AN HOLL RUMMADOÙ OAD EMGLEV BRO DOUARNENEZ EMGLEV BRO DOUARNENEZ Skoazell war aozadur festival Dispar Amzer ha mizvezh ar brezhoneg Emglev Bro Douarnenez a zo bet krouet e 1996 gant ar pal bodañ an dud hag ar c’hevredigezhioù tro-dro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Bevañ ha difenn sevenadur Breizh a zo evit Emglev Bro Douarnenez kement ha bezañ digor war ar bed ha gwriziennet en e goulz amzer. Ar gevredigezh a ginnig darvoudoù liesseurt digor d’an holl hag evit an holl oadoù : Mizvezh ar brezhoneg e miz Meurzh, ar c’hreizennoù vakañsiñ e brezhoneg evit ar vugale hag ar grennarded e- pad an hañv war Enez Sun, festival Dispar Amzer en diskar-amzer ... Tapis lenn, prezegenn, sonadegoù, fest-noz, stajoù, kejadennoù, diskouezadeg : pep doare zo mat a-benn lakaat da vevañ ar yezh ha sevenadur Breizh ! Ur skipailh joaius a zo ouzhomp gant div c’hopradez, 15 ezel er c’huzul-m
Less