PROF NEDELEG MAER ST-UJEN 6/10 Un danevell skrivet ha lennet get Daniel Carré Da selaou àr www.tidouaralre.com C’hwec’hvet pennad Get herr e tostaent, en gortoz a glevet pep paz ma raent hopadennoù, trouz tabut - ha gwazh zoken marse - èl ma vez etre tud...
More
PROF NEDELEG MAER ST-UJEN 6/10 Un danevell skrivet ha lennet get Daniel Carré Da selaou àr www.tidouaralre.com C’hwec’hvet pennad Get herr e tostaent, en gortoz a glevet pep paz ma raent hopadennoù, trouz tabut - ha gwazh zoken marse - èl ma vez etre tud dirollet, kollet o skiant vat dezhe. Ar pezh a glevezant kentañ avat a oa neoazh ar c’hontrel mik : c’hoarzhadennoù eo a save a-ziadreñv ar bodoù banal ha lann e penn an hent du-hont ! Gwazed é c’hoarzhiñ a vegad, é vlagal an eil get egile. Ha brasoc’h c’hoazh e voe ar souezhadenn pa ziboukazont àr an dachenn ! Ken bamet en em gavazont d’ar gwel en em zispakas diraze ma chomazont beg o femp. En-dro d’un tantad savet àr ar c’hlasenn, àr ur manier uhelennig a-dreist ar vouilhenn, e oant bodet rac’h, un tregont gwaz bennak en ur gontiñ ar bompizion aes da zi- forc’hiñ get o zokarnoù lufrus hag o forpantoù ler. Div vaouez, bohemianezed a-dra-sur hervez o giz, a dremene en o-mesk, é tiskarg kafe hag é kinnig gwastell sec’h da bep unan. Ar g
Less