REBETIKO
Kammedoù war grouan an alez.
Diwar va zreujoù e welan anezhañ oc h
ober un tamm flouradenn d ar giez a-raok kerzhout pelloc h en noz teñval
dindan ar glav pil etrezek an oto e bord an hent.
Gouloù o vont war elum
pa zigor an nor, amzer din da...
More
REBETIKO
Kammedoù war grouan an alez.
Diwar va zreujoù e welan anezhañ oc h
ober un tamm flouradenn d ar giez a-raok kerzhout pelloc h en noz teñval
dindan ar glav pil etrezek an oto e bord an hent.
Gouloù o vont war elum
pa zigor an nor, amzer din da spurmantiñ fas eben a-raok d ar c harr
loc hañ, e c houleier a-dreñv o vont diwar-wel dre ma bign savenn Lein ar
Bleiz, trouz ar c heflusker o steuziañ, beuzet gant hini ar glav o lopañ
ingal war ar gêriadenn hag ar maezioù tro-war-dro.
An avel mervent o
yudal er gwez fao.
Ha me abaf, skourjezet va fas gant ar barradoù glav kaset gant an avel
deus penn all ar mor bras.
Plantet e-kreiz ar porzh e choman bremañ, diseblant ha dizamant ouzh ar
gwallamzer.
Ma-unan.
Ma-unan-penn.
N ouzon ket pegeit on chomet aze.
Damglevet m eus trouz ar pellgomz en ti, damsantet lipadennoù Eva, ar
giez feal o klemmichat en va c hichen.
A-benn ar fin on deuet en-dro barzh an ti, gleb-teil ac hanon, n ouzon
dare peur na penaos.
Ma-unan en ti sklas.
Less